Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

mardi 17 octobre 2017

Pedenn da Santez Anna evit kaout ur c'hras - Prière à Ste Anne pour obtenir une grâce

Pedenn evit kaout ur c'hras personel dre hanterouriezh Santez Anna.

O ! Santez Anna, glorius, ha leun a vadelezh evit kement hini a bedac'hanoc'h, leun a gendruez ouzh kement hini a c'houzañv ! O vezañ m'en em gavan sammet a drubuilhoù hag a boanioù, en em daolan ouzh ho treid, evit hoc'h aspediñ a galon uvel da gemer dindan ho renerezh an afer ez on dalc'het ganti. Hec'h erbediñ start a ran deoc'h hag ho pediñ a ran d'he ziskouez d'ho merc'h hag hor mamm,  ar Werc'hez santel meurbet; da Veurdez doueel Jezuz Krist, evit ma vo roet din un disoc'h mat. Na baouezit ket da erbediñ, me hoc'h asped, ma vo roet din va goulenn digant trugarez Doue. Goulennit evidon dreist-holl, Santez c'hlorius, ma welin un deiz va Doue fas- ouzh-fas evit e veuliñ, e drugarekaat hag e garout a-gevret ganeoc'h, gant arWerc'hez glorius  Vari ha gant an holl Sent.


Prière pour obtenir une grâce spéciale par l’intercession de Sainte Anne

O glorieuse Sainte Anne pleine de bonté pour tous ceux qui vous invoquent, pleine de compassion pour tous ceux qui souffrent, me trouvant accablé d’inquiétudes et de peines, je me jette à vos pieds, vous suppliant humblement de prendre sous votre conduite l’affaire qui m’occupe. Je vous la recommande instamment et vous prie de la représenter à votre fille et notre mère, la Très Sainte Vierge, à la Majesté divine de Jésus-Christ, pour m’obtenir une issue favorable. Ne cessez pas d’intercéder, je vous en conjure, que ma demande ne me soit accordée par la divine miséricorde. Obtenez-moi par dessus tout, glorieuse Sainte, de voir un jour mon Dieu face à face pour le louer, le bénie et l’aimer avec vous, avec Marie et avec tous les élus.


Trugarez vras da pBaol Kalvez evit an troidigezh.


lundi 9 octobre 2017

Ho pet soñj - Souvenez-vous

Ho pet soñj, Gwerc'hez Vari, leun a drugarez, n'eus bet morse klevet e vije bet dilezet ganeoc'h an hini en dije en em lakaet dindan ho skoazell, goulennet ho sikour, en em erbedet ouzhoc'h. Me ivez, leun a fiziañs, a zeu davedoc'h, Rouanez ar gwerc'hezed, o ! va mamm, me a red d'ho kaout, ouzhoc'h en em erbedan, pec'her(ez) paour ma-z on ;  o ! Mari Mamm Jezuz, na zisprizit ket va fedennoù, met selaouit anezho gant truez, hag ho pet ar vadelezh da reiñ din va goulenn. Amen.

Sant Bernez Clairvaux


SOUVENEZ-VOUS, ô très miséricordieuse Vierge Marie, qu'on n'a jamais entendu dire qu'aucun de ceux qui ont eu recours à votre protection, imploré votre assistance ou réclamé votre secours, ait été abandonné. Animé d'une pareille confiance, ô Vierge des vierges, ô ma Mère, je cours vers vous, je viens à vous et, gémissant sous le poids de mes péchés, je me prosterne à vos pieds. Ô Marie, Mère du Verbe incarné ne rejetez pas mes prières, mais écoutez-les favorablement et daignez les exaucer. Ainsi soit-il.


Saint Bernard de Clairvaux (1090-1153)

Trugarez vras da Baol Kalvez evit an troidigezh.